Kevezadeg bed ar Formulenn 1 1996

Kevezadeg bed ar Formulenn 1 1996
Kampion ar vlenierien: Damon Hill
Kampion ar saverien: Williams-Renault
A-raok: 1995 War-lerc'h: 1997

Kevezadeg bed Formulenn 1 1996 zo 47vet abadenn kevezadeg bed blenierien ar Formulenn 1. Gounezet eo bet gant ar blenier saoz Damon Hill, mab Graham Hill, war Williams, ar skipailh en deus gounezet ivez kevezadeg ar saverien. Merket eo bet ar bloavezh gant donedigezh Michael Schumacher er Scuderia Ferrari ha gant deroù Jacques Villeneuve war Williams.

E-touesk cheñchamantoù ar bloavezh-mañ e kaver cheñchamant an doare da niveriñ. Adalek 1996 e vo roet an niver 1 d'ar c'hampion bed, hag an niver 2 d'e genskipailher, an niveroù 3 ha 4 d'ar skipailh kampion bed ma'z eo disheñvel d'hini ar blenier kampion bed, hag an niveroù war-lerc'h dre urzh ar gevezadeg, o lemel an niver 13 (neuze e vo roet 11-12 d'ur skipailh, ha 14-15 d'egile). Miret e vo ar sistem-se betek 1996 pa vo dibabet un niver gant pep blenier evit e red-vicher.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search